Level 48 Level 50
Level 49

Navet kentel ha daou-ugent


20 words 0 ignored

Ready to learn       Ready to review

Ignore words

Check the boxes below to ignore/unignore words, then click save at the bottom. Ignored words will never appear in any learning session.

All None

Ignore?
Pelec'h emañ ar baotred ? Ne welan ket anezho
Où sont les garçons ? Je ne les vois pas.
En aod emaint moarvat
Ils sont probablement à la plage ;
plijout a ra dezho mont da c'hoari war an traezh pa vez brav an amzer.
ils aiment aller jouer sur le sable quand il fait beau.
Poent eo dit mont da gerc'hat anezho
Il est temps pour toi d'aller les chercher.
Perak 'ta ?
Pourquoi donc ?
Da ziv eur e teu gwreg ar maer
La femme du maire vient à deux heures.
hag arabat eo dezho bezañ re ziwezhat
et il ne faut pas qu'ils soient en retard.
Te a gav dit o deus c'hoant da welet anezhi ?
Tu crois qu'ils ont envie de la voir ?
Emichañs ! Dont a ra da reiñ he levr nevez dezho
J'espère bien ! Elle vient leur donner son nouveau livre !
Un tamm diwezhatoc'h
Un peu plus tard
Penaos emañ kont, itron ger ? Deuit e-barzh en ti !
Comment allez-vous, chère madame ? Entrez (dans la maison) !
Ar vugale n'emaint ket er gêr ?
Les enfants ne sont pas à la maison ?
Nann. N'eus den ebet c'hoazh. Emaint holl en aod
Non. Il n'y a encore personne. Ils sont tous à la plage.
Ne weler ket an amzer o tremen pa vezer en aod, c'hwi a oar mat
On ne voit pas le temps passer quand on est à la plage, vous savez bien.
Arabat dezho hastañ
Pas la peine qu'ils se pressent.
Me a gav din bremañ n'eo ket mat al levr evit ho pugale
Je pense maintenant que le livre n'est pas fait pour vos enfants !
C'hwi a gav deoc'h ?
Vous croyez ?
Ya, re yaouank int c'hoazh
Oui, ils sont encore trop jeunes.
Dalit anezhañ evidoc'h avat
Mais tenez, il est pour vous [Tenez le vous cependant].
Deskiñ ober krampouezh mat. Re vrav eo ! Penaos trugarekaat ac'hanoc'h ?
Apprendre à faire de bonnes crêpes. C'est trop beau ! Comment vous remercier ?