Level 59 Level 61
Level 60

Triugentvet kentel


20 words 0 ignored

Ready to learn       Ready to review

Ignore words

Check the boxes below to ignore/unignore words, then click save at the bottom. Ignored words will never appear in any learning session.

All None

Ignore?
Studierien er skol-veur
Des étudiants à l'université
Lena, merc'h henañ perukenner Ploulann, zo e bloavezh kentañ skol-veur ; emañ o komz gant he c'henderv
Lena, la fille aînée du coiffeur de Ploulann, est en première année d'université ; elle est en train de discuter avec son cousin
Petra 'z peus dibabet studiañ er skol-veur ?
Qu'est-ce que tu as choisi d'étudier à la faculté ?
Yezhoù : deskiñ a ran saozneg ha brezhoneg.
Les langues : j'apprends l'anglais et le breton.
Kalz studierien a laka o anv er bloaz-mañ ?
Beaucoup d'étudiants s'inscrivent cette année.
Muioc'h zo eget bloaz zo, hervez.
Il y en a plus qu'il y a un an, paraît-il.
Ha te, Lena, n'emaout ket e skol-veur al Lizhiri ?
Et toi, Lena, tu n'es pas en fac de Lettres ?
Nann, e hini ar Skiantoù emaon.
Non, je suis à celle de Sciences.
Nec'het on, Lena, ne 'm eus kavet kambr ebet da feurmiñ evit c'hoazh.
Je suis inquiet, Lena, je n'ai pas encore trouvé de chambre à louer pour le moment.
En em gemer a rez un tamm diwezhat, ma faotr !
Tu t'y prends un petit peu tard, mon gars !
Emañ ma merc'h e skol-veur al Lizhiri.
Ma fille est à la faculté de Lettres.
Daou vloaz zo e oa e skol-veur ar Skiantoù.
Il était à la faculté des Sciences il y a deux ans.
Laka da anv e bloavezh kentañ brezhoneg.
Inscris-toi en première année de breton.
N'emañ ket pell he c'hambr diouzh ar skol-veur.
Sa chambre (à elle) n'est pas très éloignée de l'université.
N'ouzon ket evit piv en em gemer.
Je ne sais pas pour qui il se prend.
Emañ ma ferukenner o chom e Ploulann.
Mon coiffeur habite à Ploulann.
En em walc'hiñ a ra a-raok mont da gousket.
Il se lave avant d'aller se coucher.
En em blijout a ran er skol-veur.
Je me plais à l'université.
Div verc'h koant en deus ar perukenner, hervez.
Le coiffeur a deux filles mignonnes, paraît-il.
Studier eo he c'henderv.
Son cousin (à elle) est étudiant.