Level 75 Level 77
Level 76

C'hwezekvet kentel ha tri-ugent


21 words 0 ignored

Ready to learn       Ready to review

Ignore words

Check the boxes below to ignore/unignore words, then click save at the bottom. Ignored words will never appear in any learning session.

All None

Ignore?
An hini na ouie ket e oa bleizi e Breizh
Celui qui ne savait pas qu'il y avait des loups en Bretagne
Bet 'oan gant ar vugale dimerc'her e Park an Arvorig.
Je suis allé avec les enfants mercredi au Parc d'Armorique.
Ha petra ho poa gwelet eno ?
Et qu'y avez-vous vu ?
Ar pezh o doa c'hoant da welet kement : bleizi.
Ce qu'ils avaient tellement envie de voir : des loups.
Bleizi e Breizh ? O farsal emaoc'h !
Des loups en Bretagne ? Vous plaisantez !
N'emaon ket. Pemp diouto hon eus gwelet : daou vleiz kozh ha teir bleizez.
Non. Nous en avons vu cinq : deux vieux loups et trois louves.
N'ho peus ket bet aon razo ?
Vous n'avez pas eu peur d'eux ?
N'eus ket da ziwall zoken : e-barzh en ul lec'h kloz-mat emaint.
Il n'y a même pas à faire attention : ils sont dans un endroit bien clos.
Petra 'oa c'hoazh ?
Qu'y avait-il encore ?
Saout ha loened doñv all eus ar vro, evel deñved bihan Eusa da skouer.
Des vaches et d'autres animaux domestiques du pays, comme les petits moutons d'Ouessant par exemple.
Kentañ tro ez in ganeoc'h.
La prochaine fois je viendrai avec vous.
Diwall, al loen-se n'eo ket doñv !
Fais attention, cet animal n'est pas [un animal] domestique !
Me 'gav din e oa an hini a lavare ne ouie ket e oa kalz saout e Breizh o farsal.
Je crois que celui qui disait qu'il ne savait pas qu'il y avait beaucoup de vaches en Bretagne était en train de plaisanter.
Kentañ tro e tiwallin muioc'h.
La prochaine fois je ferai plus attention.
N'en deus ket aon rak ar bleizi zoken.
Il n'a même pas peur des loups.
Piv a zeuy ganin kentañ tro da welet loened all ?
Qui viendra avec moi la prochaine fois voir d'autres animaux ?
E-pad an dibenn-sizhun on bet en Eusa.
Je suis allé à Ouessant durant le week-end.
N'hon eus ket gwelet ar bleizi a oa o tebriñ.
Nous n'avons pas vu les loups qui étaient en train de manger.
N'eus ket da gaout aon razañ.
Il n'y a pas à avoir peur de lui.
Farset en deus gant teir diouto.
Il a plaisanté avec trois d'entre elles.
El lec'h-se e oa tri dañvad ha teir dañvadez.
Il y avait trois moutons et trois brebis à cet endroit.