Level 84 Level 86
Level 85

Pempvet kentel ha pevar-ugent


23 words 0 ignored

Ready to learn       Ready to review

Ignore words

Check the boxes below to ignore/unignore words, then click save at the bottom. Ignored words will never appear in any learning session.

All None

Ignore?
Ouzh taol !
À table !
Eizh eur ha dek eo.
Il est huit heures dix.
Hopala, tremen poent eo mont ouzh taol.
Oh là, il est plus que temps de passer à table .
Kit en ho koazez, bugale.
Asseyez-vous, les enfants.
Petra zo da zebriñ 'ba'n ti ?
Qu’est-ce qu’il y a à manger ?
Pep a asiedad soubenn ‘vo da gentañ ha goude 'vo ur pladad meskl.
Chacun aura une assiette de soupe en premier, et après il y a aura un plat de moules.
Ha Pêrig, pelec’h eo chomet ?
Et Pêrig, où est-il passé ?
Ar bugel-se a vez bepred war-lerc’h.
Cet enfant est toujours à la traîne.
Erru on, 'ba'r privezioù 'oan.
J’arrive, j’étais aux toilettes.
Kae da walc’hiñ da zaouarn, ha deus ouzh taol.
Va te laver les mains, et viens à table.
Me 'blijfe din e vefe debret buan,
J’aimerais que l’on mange rapidement,
rak da nav eur nemet ugent e vo tresadennoù-bev.
car à neuf heures moins vingt il y aura des dessins animés.
Gwelet 'vo. Ne savimp diouzh taol nemet pa vo echu koan.
On verra. On ne [se] lèvera de table que quand le dîner sera terminé.
A-raok mont ouzh taol e vo ret deoc’h gwalc’hiñ ho taouarn.
Il faudra que vous vous laviez les mains avant de passer à table.
Tremen dek eur eo.
Il est dix heures passées.
Pa vi savet diouzh taol ez i da sellet ouzh an tresadennoù-bev.
Quand tu te seras levé de table, tu iras voir les dessins animés.
Pemp bugel a oa erru diwezhat 'ba'r skol.
Cinq enfants étaient arrivés en retard à l’école.
Aet omp en hor c’hoazez.
Nous nous sommes assis.
Plijout a rafe dimp e teufes.
Nous aimerions que tu viennes.
Padout a ra an abadenn etre c’hwec’h eur nemet dek ha seizh eur ha pemp warn-ugent.
L’émission dure entre six heures moins dix et sept heures vingt-cinq.
Kae d’ar c’hav da gerc’hat ur sac’had patatez, mar plij.
Va chercher un sac de pommes de terre à la cave, s’il te plaît.
N’a ket ez koazez aze.
Ne t’assois pas là.
Lavaret he deus ar skolaerez e oa savet fall ma zri bugel !
L’institutrice a dit que mes trois enfants étaient mal élevés !