Level 93 Level 95
Level 94

Pevarzekvet kentel ha pevar-ugent


21 words 0 ignored

Ready to learn       Ready to review

Ignore words

Check the boxes below to ignore/unignore words, then click save at the bottom. Ignored words will never appear in any learning session.

All None

Ignore?
Ar postel daonet
Le satané courriel
Gant ma urzhiataer nevez e c’hallan bremañ kas posteloù da’m c’hamaraded.
Avec mon nouvel ordinateur, je peux maintenant envoyer des courriels à mes copains.
Just a-walc’h, bet 'm eus unan diganit nevez zo.
Justement, j’en ai reçu un de toi récemment.
Sell 'ta ? Ne’m eus kaset netra dit, din da c’houzout.
Tiens donc ? Je ne t’ai rien envoyé, que je sache.
Eo da ! Hag ur virus 'oa da heul, kaeroc’h zo !
Que si ! Et il était accompagné d’un virus, qui plus est !
Chaous ! Ha neuze, droug ebet gant da urzhiataer ?
Zut ! Et alors, pas de dégâts à ton ordinateur ?
Eo, siwazh, distrujet-mik eo bet ar memor anezhañ.
Si, malheureusement, sa mémoire a été complètement détruite.
Ma karjes bezañ chomet hep digeriñ an teul stag ivez !
Tu n’aurais pas dû ouvrir le document joint !
N’eus forzh penaos, un digarez 'vo din 'vit cheñch ma urzhiataer, me ivez.
N’importe comment, ce sera une occasion pour moi de changer mon ordinateur, moi aussi.
Pet vloaz eo ?
Il a quel âge ?
C’hwec’h vloaz bennak eo.
Il a dans les six ans (Six ans quelque est).
Distrujet eo bet an teul daonet-se.
Ce satané document a été détruit.
Ar re gozh a goll o memor a-wechoù, siwazh !
Les vieux perdent la mémoire parfois, hélas !
Penaos e vez graet evit kas teulioù stag ?
Comment fait-on pour envoyer des documents joints ?
Marv-mik eo ar paourkaezh loen.
La pauvre bête est complètement morte.
Ma karjen bezañ serret ma genoù ivez !
J’aurais mieux fait de me taire !
Kavet he deus un digarez evit chom hep dont.
Elle a trouvé une excuse pour ne pas venir.
N’hon eus bet netra, dimp da c’houzout.
Nous n’avons rien reçu, autant que nous le sachions.
Soñjal a raemp e c’halljent dont.
Nous pensions qu’ils auraient pu venir.
An ti-se e oa gwenn al liv anezhañ gwechall.
Cette maison était de couleur blanche autrefois.
Seizh vloaz ha daou-ugent e vin disadorn.
J’aurai quarante-sept ans samedi.