Level 97 Level 99
Level 98

Triwec’hvet kentel ha pevar-ugent


22 words 0 ignored

Ready to learn       Ready to review

Ignore words

Check the boxes below to ignore/unignore words, then click save at the bottom. Ignored words will never appear in any learning session.

All None

Ignore?
En em gavet eo Lenaig gant Maiwenn, ur gamaradez dezhi, el liorzh-kêr. Peseurt kelaouenn 'maout o lenn aze ?
Lenaig a rencontré Maiwenn, une de ses copines, au jardin municipal. Quelle revue es-tu en train de lire ?
Dimezelled Breizh
Demoiselles de Bretagne
Daoust petra eo se c'hoazh ?
Qu’est-ce que c’est encore que ça ?
Kelaouenn ar merc'hed etre daouzek ha c'hwezek vloaz.
Le journal des filles entre douze et seize ans.
Sur out eo gwall sirius ?
Tu es sûre que c’est bien sérieux ?
N’on ket, met fentus-kenañ eo.
Non, mais c’est vraiment très amusant.
Petra 'vez kavet e-barzh ? Traoù diwar-benn ar c'hiz, ha me 'oar-me c'hoazh ?
Que trouve-t-on à l’intérieur ? Des sujets mode, et que sais-je encore ?
Amañ 'z eus un enklask gant goulennoù. Piv eo ar gwir blac’h zo ennoc’h ?
Ici il y a une enquête avec des questions. Qui est la véritable femme qui est en vous ?
Che ! Ro ur skouer din da welet.
Rien que ça ! Donne-moi un exemple pour voir.
Daoust peseurt loen a blijfe deoc'h bezañ ?
Quel animal voudriez-vous être ?
Un evn an hini a blijfe din bezañ, evit nijal pell hag uhel.
Un oiseau, voilà ce que j’aimerais être, pour voler loin et haut.
N'eo ket mat : da zibab zo etre ur gazhez, ur wiz pe ur vuoc’h !
Ça ne marche pas : il y a à choisir entre une chatte, une truie ou une vache !
N’eus forzh petra ! Tout an dud a responto ur gazhez
N’importe quoi ! Tout le monde va répondre une chatte
Setu ur goulenn all : Petra 'rajec’h ma n’ho pije nemet un eurvezh da vevañ ken ?
Voici une autre question : Qu’est-ce que vous feriez si vous n’aviez plus qu’une heure à vivre ?
Mont a rajen-me da bokat d’an holl re am eus joa oute.
J’irais embrasser tous ceux que j’aime beaucoup.
N’eus ket se. Merkañ a ran : Chom hoc’h-unan penn gant an hini a garit evidout.
Il n’y a pas ça. Je marque pour toi : Rester en tête-à-tête avec celui que tu aimes.
da lavaret eo ar paotr ha n’eo ket divalav a vez gwelet bep Merc’her ganit. Lenaig a sav ar ruz d’he divjod, droug a ya enni, tapout a ra krog er gelaouenn hag he zeuler a ra en ur pod-lastez.
c’est-à-dire le garçon pas vilain que l’on voit avec toi chaque mercredi. Lenaig rougit, elle se met en colère, saisit la revue et la jette à la poubelle.
Sot-mik eo ! N’eo mat da gelaouenn nemet da vont er pod-lastez !
C’est complètement débile ! Ta revue n’est bonne que pour la poubelle !
Te an hini zo sot-mik ! Drailhet-holl eo bremañ, ha ne oa ket din, kaeroc’h zo !
C’est toi qui est complètement débile ! Elle est toute déchirée maintenant, et elle n’était pas à moi, qui plus est !
Digarez ! Ar gaou a oa ganin. 'M boa ket c’hoant
Excuse ! J’ai eu tort. J’voulais pas.
'Oa ket peadra din da vont droug ennon. Keuz 'm eus bremañ.
Je n’avais pas de raison de me mettre en colère. Je regrette maintenant.
Ha me, ma karjen pas bezañ graet goap ivez.
Et moi, je n’aurais pas dû me moquer.